Alan Stivell - E-Tal Ar Groaz текст песни

Все тексты песен Alan Stivell

E-tal ar groaz
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
Seizh arched saprenn
Zo tremenet er wenodenn.

Seizh arched saprenn
Bleniet gant an Ankou didruez,
Seizh arched saprenn nevez
0 deus kuitaet ar geriadenn-man,
Dindan barradou sklas ar goanv,
'Vit bered ar barrez.

Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant,
Er goanv-man a zo maro,
Ha torret eo breman ganto,
E seizh ti-plouz a Gernevez,
Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
Kalonou nevez
Ar vugale
Ouzh Kalonou ar re gozh.

Torret eo ar walenn aour,
Torret eo ar walenn,
Ar chadenn vurzhudus
A eree an amzer-vreman
Ouzh pellder
An amzer dremenet.

Seizh maouez kozh a zo maro,
Seizh maouez a vire, ganto,
Soublet war flammou uhel an oaled,
Spered,
Kened,
Ha yezh an Tadou.

Seizh arched prenn,
Dirak ar C'hrist maen,
Ha ganto eo aet da hesk
Eienenn fresk
Awen
Ar ouenn.

E Kernevez,
War c'hlannou glas al lenn,
A-hed ar bodou kelvez,
Ne vo mui klevet breman
Nemet
Yezh
An Estren.

Evel-hen e kane Jakou Kerloaz,
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
E-tal ar groaz.

ДОБАВИТЬ ТЕКСТ В ЛИЧНЫЙ СПИСОК

Комментарии

Имя:
Сообщение:

Слушать песню «E-Tal Ar Groaz»

Смотреть клип «E-Tal Ar Groaz»

Смотреть клип на песню Alan Stivell - E-Tal Ar Groaz