Les Ramoneurs De Menhirs - Menez Daou текст песни

Все тексты песен Les Ramoneurs De Menhirs

Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel
War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell

Dishenvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
Dishenvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e ker

Al labourer ' renk paean, paean e pep amzer
Paean tailhou d'ar roue, bep bloaz teir pe beder

Ha pa renk paean e vestr, ma n'eo ket prest an arc'hant
Foar ' vez graet gant e zanvez, aman an nec'hamant

Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet

Eus e nebeud a vadou e vezo dibourc'het
Had e zanvez o vont kuit, n'eus netra da lavaret

En divezh, al labourer, baleet lec'h ma karo
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo

Ha koulskoude, ma teufe da sonjal an dud-man
Diwar brec'h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevan

Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz
Ken na chencho penn d'ar vazh, ni na 'mo ket repoz.

ДОБАВИТЬ ТЕКСТ В ЛИЧНЫЙ СПИСОК

Комментарии

Имя:
Сообщение:

Слушать песню «Menez Daou»

Смотреть клип «Menez Daou»

Смотреть клип на песню Les Ramoneurs De Menhirs - Menez Daou